﻿Marc.
1.
Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue. 
Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu e kasan va c'hannad dirak da zremm, da gempenn an hent dirazout; 
mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù. 
Yann a zeuas o badeziñ el lec'h distro, hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù. 
An holl Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout, hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù. 
Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. 
Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, hag a zo galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù. 
Evidon-me, ho padezet em eus en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel. 
Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea, hag e voe badezet gant Yann er Jordan. 
Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ. 
Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez. 
Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec'h distro. 
Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan; eno e oa gant al loened gouez, hag an aeled a servije anezhañ. 
Met goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a yeas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue, 
hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet, ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel. 
Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud. 
Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. 
Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas en ur vag Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, o fichañ o rouedoù. 
Raktal e c'halvas anezho; hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ. 
Goude-se ez ejont e Kafarnaoum; Jezuz, o vezañ da gentañ aet er sinagogenn deiz ar Sabad, a gelenne enni. 
Hag e oant souezhet eus e gelenn; rak o deskiñ a rae evel o kaout galloud, ha neket evel ar skribed. 
Neuze, en em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur hag a grias, o lavarout: 
Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue. 
Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. 
Neuze ar spered hudur en hejas start hag o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit outañ. 
Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gredenn nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn, memes d'ar speredoù hudur, hag e sentont outañ. 
Hag ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea. 
Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev. 
Mamm-gaer Simon a oa en he gwele, klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn. 
Neuze, o tostaat, en ur gemer he dorn e reas dezhi sevel; raktal an derzhienn a yeas kuit diouti, hag e servijas anezho. 
War an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv, hag ar re a oa dalc'het gant diaoulien. 
Holl dud kêr a oa dastumet dirak dor an ti. 
Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved, hag e kasas kuit meur a ziaoul, o tifenn outo lavarout ec'h anavezent anezhañ. 
Ar beure, evel ma rae c'hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez, hag o vont en ul lec'h a-du, e pedas eno. 
Simon, hag ar re a oa gantañ a yeas d'e glask. 
O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac'hanout. 
Eñ a lavaras dezho: Deomp d'an nesañ bourc'hioù, evit ma prezegin ivez eno; rak evit-se eo on deuet. 
Hag e prezege en o sinagogennoù, dre an holl C'halilea, hag e kase kuit an diaoulien. 
Un den lovr a zeuas d'e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c'hellez va glanaat. 
Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. 
Hag adalek m'en devoa lavaret-se, al lorgnez a guitaas raktal an den-mañ, hag e voe glanaet. 
Jezuz a gasas anezhañ kuit raktal, gant gourc'hemennoù start, 
o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho. 
Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud aze, en hevelep doare na c'helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl; met en em zerc'hel a rae er-maez el lec'hioù distro, hag a bep tu e teued d'e gavout. 
